- Start
- Ar Profed
Ar Profed
Angebote / Angebote:
Ar Profed zo ul levr 26 fablenn skrivet e komz-plaen barzhoniel saoznek gant ar barzh ha prederour libanat-stadunanat Kahlil Gibran. Er bloaz 1923 e voe embannet evit ar wezh kentañ, hag oberenn vrudetañ Gibran eo. Troet eo bet Ar Profed e tremen 100 yezh, ar pezh a ra anezhañ unan eus al levrioù a zo bet troet an aliesañ en Istor. Biskoazh n'eus bet paouezet d'e voullañ.An danevellañ a ginnig ar Profed Almoustafa, a zo bet e-pad daouzek vloaz o c'hortoz al lestr e gaso d'e vro c'henidik en diwezh. Kent dezhañ mont kuit, lod annezidi eus kêr Orfalez a c'houlenn digantañ treuzkas dezho evit ar wezh diwezhañ e soñjoù war meur a dachenn ("Komzit ouzhimp a-zivout..."). Distagañ a ra ar Profed 26 prezegenn a sell ouzh goulennoù diazez e buhez mab-den, eleze ar garantez, eurediñ, bugale, reiñ, debriñ hag evañ, labourat, levenez ha glac'har, tiez, dilhad, prenañ ha gwerzhañ, torfed ha kastiz, lezennoù, ar frankiz, ar skiant-vat hag an trelat, ar boan, an emanaoudegezh, kelenn, ar geneilded, komz, an amzer, ar mad hag ar fall, ar pediñ, ar blijadur, ar gened, ar relijion, hag ar marv da ziwezhañ. E dibenn al levr, Almoustafa a genblezh e gomzoù a gimiad hag ur gaoz a-zivout an dalvoudegezh.----------The Prophet is a book of 26 fables written in English prose poetry by the Lebanese-American poet and philosopher Kahlil Gibran. It was first published in 1923 and is Gibran's best known work. The Prophet has been translated into over 100 languages, making it one of the most translated books in history. It has never been out of print.The narrative introduces us to the Prophet Almustafa, who has waited twelve years for his ship, which will finally take him back to his homeland. Before leaving, some inhabitants of the city of Orphalese ask him to convey to them his insights on various topics for the last time ("Speak to us of..."). The Prophet relates 26 sermons that deal with basic questions of human life, namely love, marriage, children, giving, eating and drinking, work, joy and sorrow, houses, clothes, buying and selling, crime and punishment, laws, freedom, reason and passion, pain, self-knowledge, teaching, friendship, talking, time, good and evil, prayer, pleasure, beauty, religion, and finally death. In the final chapter, Almustafa interweaves a discussion about the question of meaning into his parting words.
Folgt in ca. 10 Arbeitstagen